Me a zo aet da bourmen e kostez Bro-Gembre
Me a zo aet da gantreal en tu all d´ar mor don
Chomet on da gaozeal gant elerc´h Bro-Iwerzhon
Dianket em eus va botoù-Ier evit mont a-dreuz ar c´hoad
N´emaon ket pell diouzh al Loar rak me a chom war an Douar...
Un nozvez-hir e pleg ar mor
Ur sarpant-nij er gorventenn
Me a zo staget ouzh ur fuzeen
War barlenn ar prenestr laboused o kanañ
O kanañ a-bouez-penn miliadoù a levioù
A zo d´ober me ho ped savit ´ta evit mont abred
Abretoc´h abretan e savin evit peadra
N´eus ket tu da dermal n´am eus ket amzer da goll
Lakaet em eus va anorak
ankounac´haet em eus va fri-lien
Kollet em eus va manegoù
pelec´h emañ va c´hasketenn
E mod-se emañ an traoù arabat pennfolliñ
Kollet em eus div nozelenn va serr-prim o vont a-dreuz
Stlabezet a bep tu ne gavin ket va alc´hwezhioù