E-kerzh bloavezh mil nav c´hant pevarzeg ha pe´rugent A leizh ´oa tud dizarc´hant ´barzh hor c´herbenn. E kreiz Roazhon ´n oa bet c´hoant pesketourien Penn ar Bed,
Da ziskouez ´oa direzon al lezenn estren.
Dalc´het ´oa leun a gounar pell awalc´h d´ar gannaded c´hall, Laosket oa gante met ur mod da gaozeal. ´Tal an ti bras e kreizker, kreskin ´rae c´hoazh o niver. Droug ha galon gant divrec´h prest da vrezel.
Dija Breizh ´oa ´tihunin, ar Ministr o tijunin. Mogoeriou leun a ludu, moged uhel
Adsavomp hor Parlamant, adkavomp hor Parlamant ! Ha lakaomp da chom endro Breujou Breizh hor Bro !
Pa ´vo savet hor Breujou poent ´vo gervel d´en emvod. E kichen ar Parlamant dael meur ar Vro !
D´enebin ken ne zeuio met d´o zraou d´ober wardro An istor ´ray ar bobl am´n e dael ar Vro.