Barzh e parrez Sant Servais War vordig Mene Bre ´Z´eus ur c´habiten yaouank o sevel un arme (bis) Me ´m´eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez
"Roit din va mab Silvestrig, n´am eus mab nemetañ Me ´bako deoc´h, kabiten, an arc´hant deut gantañ - Ne dalv ket ; graet ar marc´had, diwezhat eo bremañ ; N´eus soudard all en arme a blij din eveltañ
- Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ? A c´houlennfe digantañ keleier ar brezel Mard eo yac´h hag e buhez, dont da di e gavell..."
Pa oa an tad glac´haret oc´h ober e gañvoù E oa e vab Silvestrig ´toull an nor o selaou - O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù Na ouelit ket, o va zad, ha sec´hit ho taeloù !"