Ev chistr ´ta Laou, rak chistr zo mat, loñla Ev chistr ´ta Laou, rak chistr zo mat Ev chistr ´ta Laou, rak chistr zo mat Ur blank, ur blank ar chopinad loñla Ur blank, ur blank ar chopinad
Ar chistr zo graet ´vit bout evet, loñla Hag ar merc´hed ´vit bout karet
Karomp pep hini e hini, loñla ´Vo kuit da zen kaout jalousi
N´oan ket c´hoazh tri mizeureujet, loñla ´Ben ´vezen bemdez chikanet
Taolioù botoù, fasadigoù, loñla Ha toull an nor ´wechadigoù
Met n´eo ket se ´ra poan-spered din, loñla Ar pezh ´oa bet lavaret din
Lâret ´oa din´oan butuner, loñla Ha lonker sistr ha merc´hetaer
Ev chistr ´ta Laou, rak chistr zo mat, loñla Ur blank, ur blank ar chopinad