💃🎤 Paroles de chanson Française et Internationnales 🎤💃

 A   B   C   D   E   F   G   H   I   J   K   L   M   N   O   P   Q   R   S   T   U   V   W   X   Y   Z   0   1   2   3   4   5   6   7   8   9 
Artiste : Denez Prigent
Titre : Son Alma Ata
Resevet ´m oa ul lizher, ya ´miz paseet ´zo dija
A ginnige din-me kanañ e ker Alma Ata.

Pelec´h ´oa ar barrez-se, n´am boa tamm mennozh ebet

Ha me da sell´t ouzh ur gartenn evit bezañ skleraet

Furchet ´m eus e Breizh-Izel, o ya un tammig partout
Furchet ´m eus e Breizh-Uhel, hag adarre ´chomet boud

Alma Ata ebet c´hoazh en tu all d´ar frontier
Pellgomz ´ran diouzhtu d´an ti-ker ´doa kaset din al lizher

Bonjour deoc´h, Sekretourez, bonjour deoc´h a laran
Kontant da vont lec´h peus laret, met n´ouzon ket p´lec´h
emañ

Furchet am eus war gartenn Breizh, war hini Bro C´hall ivez
Sur a walc´h ´m eus komprenet fall, ar pezh p´oa skrivet din
me

Alma Ata, ´meus skrivet deoc´h, sellit war ur voul bremañ
Abalamour ´mañ ar ger-se, en URSS, e Kazakstan