E pleg e vrozh Ma skeud liv an noz ´Veuzan ma c´halon Da ouelañ a ran... War lein ar roz
E kevrin an noz Wale´han ma fec´hed Ma c´hlevet a rez ?
A Vreizh Izel da Vor Iwerzhon Ahès ´vez graet ac´hanon Ha da c´hedal a ran... Me ouel an deiz, me a gan en noz Ha da c´hedal a ran, ha da c´hedal a ran...
Liñvadenn yen Herezh an argoll Ma buhez diroll Tostaat a ran... Keuz meus em c´hreiz Klemmgann Kenvroiz Daonet e kêr Ys Ken tost on ac´hann...
Diwaskell wenn Sonenn voud an aod Ene diehadenn Davedout e yan... War dreuz an nor Divrec´h yen ha gleb E gor an oaled E galon digor