💃🎤 Paroles de chanson Française et Internationnales 🎤💃

 A   B   C   D   E   F   G   H   I   J   K   L   M   N   O   P   Q   R   S   T   U   V   W   X   Y   Z   0   1   2   3   4   5   6   7   8   9 
Artiste : Nolwenn Leroy
Titre : Karantez Vro
E korn va c´halon ´zo ur gleizhenn
´Baoe va yaouankiz he dougan
Rak, siwazh, an hini a garen
Ne gare ket pezh a garan.
Eñ na gare nemet ar c´hêriou,

Ar morioù don, ar broioù pell,
Ha ne garen ´met ar maezioù,
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel.

Ret´ voe didab ´tre div garantez :
Karantrez-vro, karantez den.
D´am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lezet da vont ´n hini ´garen.
Biskoazh klevet keloù outañ.
Ar gleizhenn em c´halon zo chomet
Pa ne gare ket pezh a garan

Pep den a dle heuilh e donkadur :
Honnezh eo lezenn ar bed-mañ.
Gwasket ´voe va c´halon a-dra-sur,
Met ´gare ket pezh a garan.
Dezhañ pinvidigezh, enorioù,
Din-me paourentez ha dispriz.

Met ´drokfen ket evit teñzorioù
Va Bro, va Yezh ha va Frankiz.