💃🎤 Paroles de chanson Française et Internationnales 🎤💃

 A   B   C   D   E   F   G   H   I   J   K   L   M   N   O   P   Q   R   S   T   U   V   W   X   Y   Z   0   1   2   3   4   5   6   7   8   9 
Artiste : Tri Yann
Titre : Bro Goz Ma Zadou
Ni Breizhiz a galon karomp hor gwir vro
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro
Dispont ´kreiz ar brezel hon tadou ken mat
A skuilhas eviti o gwad.
Diskan

O Breizh ma bro
Me ´gar ma bro!
Tra ma vor mor
´Vel mur ´n he zro
Ra vezo digabestr ma bro.
Ar Vretoned zo tud kalet ha krenv
N´eus pobl ken kalonek a-zindan an nenv
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno
O pegen kaer ez out ma bro.
Breizh douar ar sent kozh, douar ar varzhed
N´eus bro all a garan kement ´barzh ar bed
Pep menez, pep traonienn da´m c´halon zo kaer
Enno ´kousk meur a vreizhad taer.
Mard eo bet trec´het Breizh er brezeliou bras
He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh
He c´halon birvidik a lamm c´hoazh ´n he c´hreiz
Dihunet out breman, ma Breizh.
Kan broadel Breizh gant Taldir Jaffrennou.