💃🎤 Paroles de chanson Française et Internationnales 🎤💃

 A   B   C   D   E   F   G   H   I   J   K   L   M   N   O   P   Q   R   S   T   U   V   W   X   Y   Z   0   1   2   3   4   5   6   7   8   9 
Artiste : Tri Yann
Titre : Ton simple - tamm kreiz - ton double
An deiz all me oa bet e pardon Koloreg
Me ´m boa gwelet ma mestrez, tra lala lala lalo...
War skalier ar vered

Evit mont d´he saludiñ, na ken kaer ´vel ma oa
Me a c´houlas diganti, tra lala lala lalo...
Ha dimezet a oa

N´on ket c´hoazh ma servijer, n´on ket c´hoazh dimezet
Met bet on ur fortun vat, tra lala lala lalo...
D´an hini ma c´hemerfe

Me ´m eus er gêr e ti ma zad, pevar garr houarnet
Ha kezeg er marchosioù, tra lala lala lalo...
Kapabl d´o charreat
.
Met pa oan erruet eno, me ne welen netra
Met ur c´hozh kazh bihan fall, tra lala lala lalo...
Oa ket ´vit logota

.
Daou wele a oa ivez, un a bep tu d´an tan
Al liñselioù ´oa warne, tra lala lala lalo...
Oant ket deus ar re voan

Al liñselioù ´oa warne oant ket deus ar re fin
Nozvezh kentañ ´m boa kousket, tra lala lala lalo...
´M boa kignet ma daoulin

Bremañ me ´cheñcho micher, yelo da wiader
Ha lako war ma gweleoù, tra lala lala lalo...
Liñselioù lien kaer